Maer ar palez

Maer ar palez (Hausmeier en alamaneg) a oa an uhelañ karg a oa e rouantelezh ar Franked er VIIvet hag VIIIvet kantved, dindan ar Veroveed. Gantañ e oa ar galloud gwirion pa ne oa ket nemeur gant ar roue. Tennañ a rae ar garg-se da hini prefed ar pretoer en implaeriezh roman. Priñsed pe duged ar palez e oant anvet ivez, ha duged Frankia.

A dad da vab e veze legadet ar garg gant diskennidi Pepin Herstal.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search